kerisole (30 van 39)

camping04-min
camping05-min

Ba Skêr, Kêrizol, Tachenn-Gampiñ

Un dachennad-kampi braz ha brao , gwall blijuz da veo,  zo ba Kêrizol  ba  Parrez Skêr.Plas ha peuc’h evid ur pennad-vakañsi  mat ken-ha-ken.

Ema  hon tachenn-Gampi  ba diabarzh ur park  15(pemzek) hektar  doc’htoñ , kàed e vê  35 (pemp ha tregont)spesad  gwe dishañval barnoñ ha ba  toueskate, un derwenn dispar  500(pemp kant) vla anehi !Ban traoñ doc’h ar C’hamping e vo kàet  ganoc’h ar Stêr Izol é rhedek; ur stêr  grenn doc’hti, hanvet “Stêr Vraz” bar vro koulskoude…’Ma ket  louz-tenk  dour an Izol, ha boud e zo pesked goue yac’h  , giz zamoned ha gluzhed barni.

Choñjed  hor  beuz  hor C’hamping , koulz  hag an holl dier –Chervij  stag doc’htoñ , rac’h an Heñchoù ha binojennoù diabarzh pe diavaez, evid digemer an dud war gador-ruilh.Giz-gwir  e kào  pepheñi   peadra  evitaoñ  da ‘n im walc’hin aez, da c’hober koue, da  zec’hin an dilhad da  naetaat ar listri gant mekanikoù pa vo dao seken.

N’eus  chet med  pemp munutennad war-droad da vont beteg  ar vorc’h, ken berr evid mont d’ar poull-neuial, ha paz pellac’h evid kaoud an tachennadoù-sport, basket, foball, tennis, c’hoari-boulloù goloet ha dizolo. Ken tost evid tapo an Hent-Glaz,  a zo bed hent-houarn  gwechell, ha bromen ur boulouard glaz ba kreij an natur dac’h Rosko pedek Konk!Biskoazh brawac’h me lâr doc’h!

Ur plas braz da  bebunan     

81 plas(un ha pewar-ugent) a gennigamp doc’h, 80m2(pewar-ugent) d’ar bihannoñ pedek 120m2(kant-ugent) d’ar brassoñ , dour ha tredan ba pep takad.Douzh ho c’hoant e vo pochubl boud muiac’h ban heol, ban disheol,pe etre an daou   memez…Tri si-kampiñ-ruilh  ‘beuz  iwe ,braz- walc’h int evid lojo pewar den ba pep  .’Peus chet   ken  med   dibab ho lhec’h muioñ-kared! Ema embanned hor prizioù war hor c’hael-goust.

Evid ur pennad-vakañsiñ  douzh ho c’hoant     

Prest e vimp  bepred  da c’hober hor seizh-gwelloñ àrn-ugent    evid kontantiñ  hanoc’h ;kalez traoù dishañval a vo pochubl doc’h  kas da benn:gouelioù gand ho familh ha mignoned ,pourmenadennoù a bep sort,war varc’h, war bone, war vag(paz war an Izol giz-gwir…)hag ar mour   ‘ma ket pell  hanoñ ;moaien ‘vo doc’h tañwad boued-zall ha boued-dous, traoù mad ha lipouz forset-mat.Ba Breizh e vê hingal festoù douzh an noz ha douzh an deiz .

Goûd a ramp galleg neerlandeg,alamaneg,saozneg, ha stag omp ga’r brezhoneg!

                                          Na golled ked amzer!Deued  d’hor c’haoud !                                               

Plan du camping